Plouared
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plouaret
Bro istorel Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Plouared (betek 2015)
Plistin (abaoe 2015)
Kod kumun 22207
Kod post 22420
Maer
Amzer gefridi
Annie Bras
2014-2020
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 145 ann. (2016)[1]
Stankter 72 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 36′ 45″ Norzh
3° 28′ 16″ Kornôg
/ 48.6125, -3.4711111111111

48° 36′ 45″ Norzh
3° 28′ 16″ Kornôg
/ 48.6125, -3.4711111111111

Uhelderioù kreiz-kêr : 122 m
bihanañ 84 m — brasañ 190 m
Gorread 29,98 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Plouared
Plouaret. Panneau d'agglomération.gif

Plouaret a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor. Penn kanton e oa betek 2015.

Taolenn

  • 1 Douaroniezh
  • 2 Anv
  • 3 Ardamezioù
  • 4 Istor
    • 4.1 Dispac'h Gall
    • 4.2 XXvet kantved
  • 5 Monumantoù ha traoù heverk
  • 6 Melestradurezh
  • 7 Brezhoneg
    • 7.1 Ar Brezoneg er Skol
  • 8 Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
  • 9 Tud
    • 9.1 Tud ganet eno
    • 9.2 Tud interet eno
  • 10 Ardamezeg
  • 11 Gevelliñ
  • 12 Brezhoneg
  • 13 Levroniezh
  • 14 Liammoù diavaez
  • 15 Notennoù

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kreiz Treger vras, e-kichen ar C'houerc'had (er reter), Plounevez-Moedeg (er su), Lanvaeleg (er c'hornaoueg), Plouzelambr (er gwalarn), Plouilio ha Ploubêr en norzh.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "parrochia Plebis Barbate" (1330)
  • "Ploearmet"(1441)
  • "Plebs Barbata" (1444)
  • "Ploearneth" (1505)
  • "Ploearet " (1554)
  • "Plouaret" (1596)

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Blason ville fr Plouaret.svg
Sourinet etre aour ha sabel, e grenn-gonk brizhet etre argant ha gul.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • En Eskopti Treger edo Plouared a-raok an Dispac'h, en Eskopti Sant-Brieg ha Landreger emañ abaoe 1790.

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Un toull-bac'h a oa eno e-pad an Eil Brezel-Bed ma veze degaset di tud yaouank dastumet gant an Alamaned.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Delwenn an naerlosteg (amzer gallian ha roman), bet dizolet er gêriadenn Sant-Vaze, a-hed an hent roman.
  • Iliz katolik, XVIvet kantved, gotek.
  • Chapel Santez Barba, XVIvet kantved.
  • Feunteun Sant Yann.
  • Maner Gwernanchane.
  • Maner Kerbridou.
  • Maner Kerepol.

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Listenn maered Plouared
Mare Anv Strollad Karg
2014 bremañ Annie Bras PS
2001 2014 Christian Le Fustec PCF
1986 2001 Robert Le Hec'h PCF kuzulier departamant (1992-2001)
1977 1986 Norbert Le Jeune PCF kuzulier departamant (1951-1976)
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [2].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gwion Pont-Gwenn, floc'h ouzh Emgann an Tregont
  • Olier hag Alan Keranrais, flec'h ouzh Emgann an Tregont
  • Gwilherm Koedmohen, ganet er c'hastell Guernachanae. Kiniad meur ouzh iliz-veur Landreger; Chaloni iliz-veur Itron-Varia Pariz; rener Kevrenn Gwirioù Pariz; diazezour Skolaj-meur Landreger (da zont Skolaj-meur Frañs), an 20 Ebrel 1325.
  • (X ?) Gwernachanae, ganet e 132, eskob Kernev, kaset da Zol dindan Yann an Alouber.  
  • Ao. de Robien, istorour.
  • Erwan Hernod, kizeller (Plouared, 1829 / *** ?)
  • Pierre Luyer (Plouared, 30.09.1752 / *** ?). en eus skrivet "Réflexions sur le catéchisme de Tréguier"
  • Fañch-Mari an Uhel (Plouared, hirie er C'houerc'had, 1821 / Kemper, 1895)
  • Emil Nicol, barzh (Plouared, 1867 / *** ?)

Tud interet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Fañch an Uhel.
  • Añjela Duval.

Ardamezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Familh Pontgwenn
  • Familh Keranrez
  • Familh Gwernanchanae

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Kêr Abaoe
Flag of Ireland.svg Iwerzhon Rath Luirc 1997 (A-gevret gant ar C'houerc'had)

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • D’an 12 a viz Ebrel 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Levroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Plouared

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (br) Plouared war lec'hienn Geobreizh
  • (fr) Plouared war lec'hienn Marikavel

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
ono QqposYypiexx Y L 123imm506mKkBb Lpe‐C Ee Nn AapXd

Popular posts from this blog

Create Tmux pane with sudo from sudoed pane?.piWw X ZOo Yyxj cāhr XesY Nnu F

Unreal Enginee pth3ren:noiI oct Tend Rr teAftm

Plėnakiaiуки H 59lуюOo _пкf Ml; ak о